Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Damp Àr Gwar

27 octobre 2006

Kala-Gouiañv 2006

10.11.2006 - Troidigezh ba Traoue
17.11.2006 - Pleustradeg "Piw a dagay ar c'hentañ ged ur gaou ?" (Traoue ?)
19.11.2006 - Arwest 
"Piw a dagay ar c'hentañ ged ur gaou ?" (Langedig ; sal Jo Huitel)

Publicité
30 septembre 2006

Distro-skol

Dec'h hon eus bet hon emgav kentañ ewid ar blez 2006-2007. Setu ar pezh zo bet diviset :
- dalc'het vo da c'hoari "Piw a dagay..." e-pad ur prantad c'hoazh ; ni bleustray a pa vo red deomp c'hoari :
- ni ya da labourad àr ur pezh arall, en ur labourad àr an destenn peb pemzeg deiz.

Pleustradegoù da zoned :
13.10.2006 20e30 ba Traoué
20.10.2006 20e30 ba Traoué

Ni zebray assambl en ur restaorant bennag d'ar :
24.10.2006 (ar lec'h vo lakaet diwezatoc'h)

++

8 juillet 2006

Abadenn 3

Ar pezh vo c'hoariet d'ar Gwener 28 a vis Gouhereñv ba Bieuzhi-an-Doùr, da 17e00. An abadenn vo aoset ged staj-brezhoneg ar gevredigezh Gevred.

An eil pezh-c'hoari "Lunetoù da lenn" a vo gwelet iwe, goude koan.

21 avril 2006

Abadenn 2

Ni c'hoariay henoazh ba Pondi, ewid digoriñ Kan Ar Bobl. Genomp e vo iwe Strollad Kallag ged "Ar seizh pec'hed kapital".

Nous jouerons ce soir à Pontivy, en ouverture du week-end de Kan Ar Bobl. Une autre pièce sera présentée par Strollad Kallag : "Les sept péchés capitaux".

7 avril 2006

Abadenn 1

Salud toud an dud.
Henoazh e vo kenniget hor pezh-c'hoari ewid ar wezh gentañ ba Langedig, sal Jo Huitel.
Dàit e-leizh !

Bonjour à tous.
La première représentation de la pièce aura lieu ce soir à Languidic, salle Jo Huitel.
Venez nombreux !


Publicité
2 janvier 2006

Diverradenn / Résumé

PIW A DAGAY AR C'HENTAÑ GED UR GAOU ?

Tad-kozh Yannig eo Pier, ha trist-bras eo, é weled e vab-bihan é soñjal dont da voud redour-belo a-vicher. Santiñ a ra penaos e vo red dehoñ 'n em zrammiñ, ha distruj e yec'hed e-mod-se. Ema é vont d'ober toud ar pezh vo moaian ewid troiñ e soñj, mes ewid kement-se ema red gounid ar familh d'e du : e vaoues Mari, ha fiziañs he deus e Yannig ; e verc'h Yvonn, hag a faota dehi ma vo he mab ur champion ; hag Awena, mignones Yannig.  E voisin (hag e ami iwe) Jobig a sikouray getoñ gober fass c'hoazh da Varsel,  ar gourdoner. Ha Pier a zay da benn ag e boanioù ?


QUI SERA LE PREMIER À S'ÉTOUFFER DE SES MENSONGES ?

Pierre, grand-père de Yannick, est désespéré que celui-ci ait décidé de faire une carrière de coureur cycliste ; il pressent que pour réussir,  son petit-fils sera obligé de se doper, au risque de détruire sa santé. Il va donc tout faire pour l'en dissuader, mais pour cela il lui faut aussi convaincre le reste de la famille : sa femme Marie, toute confiante en Yannick, sa fille Yvonne, bien décidée à faire de son fils un champion, et Awena, la petite-amie. Avec l'aide de son ami et voisin Jobik, il devra aussi affronter l'entraîneur Marcel. Pierre arrivera-t-il au bout de ses peines ?


Ur pezh-c'hoari savet ged / Auteur : Loeis KONAN.

1 janvier 2006

Digoradur

Salud d'an oll.

Digor eo bremañ blog hor strollad-teatr. Amañ e kavehet a beb sort traoù : titouroù diàr-hor-penn, an abadennoù,  ho soñjoù-c'hwi hag all...
Dait lies neuse ewid chom e darempred genomp !

Joa.


Bonjour à tous.

Nous ouvrons le blog de notre troupe de théatre, où vous trouverez un peu de tout : des renseignements nous concernant, les représentations, vos impressions etc.
Rendez-nous souvent visite afin de rester informés.

à+

Publicité
Publicité